AR BLOG E BREZHONEG ZO DIGOR
Emile - Kavout a ra dit, Gi, emaomp war an hent vat breman gant ar raktres ?
Gi - Betek breman ne ez ae ket buan awalc'h war araok . Muioc'h a youl e rankomp kaout e-barzh ar rouedad.
E Gwir eo, gouzout a rez, diaesteriou zo bet met an traou zo lakaet war eeun breman ; ar skipailh zo en he blas da gas ar raktres en dro hag ar benveg internet zo reizh ivez .Setu an araokadenn pouezus zo bet graet abaoe un nebeut miziou .
Hervez da sonj petra e vefe ret deomp gwellaat ?
G - kreiskin ar rouedad ha rein muioc'h a vuhez d'al lec'hien . Lakaat traou nevez ingal e-barzh .
E - A du ganit . Simon zo deut da labourat ganeomp tri miz zo ha karget eo da gas ar rouedad en-dro. Strivan a ra da lakaat traou nevez bemdez e-barzh. Met lakaat ar Vretoned da ginnig raktresou ekonomikel zo diaes awalc'h. Penaos ober ; aze eman an dalc'h .
G - Fizians e rankont kaout . Dres fizians a vez krouet en ur gaozeal e brezhoneg . Dre ar galon hag ar gwriziou, ar spered kelt a gomz hag an dra se zo pouezus tre evit lakaat fizians en dud .
E - Te a oar gwerzhan ar yezh memestra ! met holl ar Vretoned ne ouzont ket brezhoneg setu e vo ret trein ar brezhoneg e galleg evit skignan ar c'hemmenadou
G - N'eus ket forzh . Pep hini a gomz e-giz a blij dezhan . Ni a raimp ar pezh a zo dav , diouz a c'hoarvez, pe e galleg pe e saozneg pe e yezhou all marteze.
E - Ar pezh a lavarez zo leun a spi evit ar hor yezh hag a blij deomp kement . Emichans ar blog a vo maget ingal gant ar brezhonegerien ha da gentan gant Jacques Le Foll hag en deus goulennet diganeomp penaos ober ganeomp gant ar brezhoneg . Mignoned all a zlefe dont . Trugarez bras dit Gi , a-benn ar wech all war ar blog
Demat d'an Holl! Jakez, va anv, e bro Vietnam emaon o chom.
Postet ha krouet am eus aman nevez zo un embregerezh da genderc'hin viou dourennek pasteuriset kenkoulz ha poultrennet. Strivan a reomp evit digerin ur marc'had evit hor c'henderc'haduriou aman war dro Saigon. O klask ezporzhian e broiou an ASEAN emaomp ivez. Teknologiezh hon ardivink sec'herezh a ro tu deomp da genderc'hin plantou sec'het evit bezan implijet evel louzaouennou. Ma z'eus tud dedennet e vin bamet rein muioc'h a geleier. Prest on ivez respont ouzh goulennou diwar-benn bro Vietnam Ken@