Qui sommes-nous ?
Log in


Forgot your password?
 
You are here: Home Qui sommes-nous ? Blog e Brezhoneg War ROUDOU PAOTRED AR FOURMAJ-HENAFF-S.A

War ROUDOU PAOTRED AR FOURMAJ-HENAFF-S.A War ROUDOU PAOTRED AR FOURMAJ-HENAFF-S.A

Document Actions
Submitted by KELTIK Gi. on 29-05-2006 11:19.
Adalek ar vloaz-man e vez kavet roudou paotred ar fourmaj-Henaff eus ar vro vigoudenn betek al loarel. Kavet e vez pennou laouenn un ugent labourer-douar eus Vreizh war Internet.www.henaff.com

…Jean-Yves LeDrian e-LOKARN-INSTITUTE

Abaoe ar penn kentañ eus ar 21vet c’hantved ar stal Henaff eñ deus ar youl da lakaat war wel gwrizioù an dud hag ar produioù graet e Breizh. Loc’het en deus an traou gant añvioù al peizanted war bakadoù ar produioù fresk. Tamm-ha- tamm eo bet lakaet penn an dud-se gant ar gwreg pe ar vugale war ar produioù. An dra-se o deus graet berzh, setu perak int gwelet bremañ war ar WEB. Krouiñ fiziañs etre al labourerien douar eus ar vro hag ar c’hlianted ar ra Henaff. Ouzhpenn-se evitan eo un doare da heuliañ ar moc’h war dachenn ar c’halité

a-raok mont betek ar stal. Diabarzh ar stal hag ur gwech treusformet

ha gwerzhet e vez heuliet a-dost ivez. Kudennoù “Breizh Dour Naet” o doa diskouezet e oa dav labourat war skeudenn paotred ar moc’h. Dre internet Yann ar saver moc’h hag e familh a zeu en ti an dud war skramm an urzhiater. Krouiñ ar ra liammoù nevez gant an ostizien. Ar re-mañ a zo dedennet-tre da c’houzout hirroc’h diwar-benn al labourerien douar.


Bloaz’zo e Lokarn-Institute(L.I.) Jean-Jacques Henaff en doa displeget deomp

e oa dav :”gwerzhañ ar vro da heul ar produioù graet e-Breizh”. Ar bed en deus cheñchet ha muioc’h-mui ar glianted a zo o vont war zu gwrizioù mab-den hag ar sevenadur. “Skeudenn Vreizh” a zo da grouiñ, evit an amzer da zont ken koulz hag evit ar produioù graet e-Breizh. Memestra, dav eo bezañ digor hon spered war ar bed holl, d’an deiz a hiziv. Dav mont eus ar “local” betek ar “global” d’ar vare an hollvedelezh. Ar stal Henaff n’eo ket an hini nemetañ

da vont war zu roudoù ar produioù graet e Breizh. Memestra, n’ez eus ket kalz diouto war ar WEB evit poent. Daoust hag eñ e vefe tu d’ar stalioù all ober ar memestra war dachenn ar bouet, met ivez an douristelezh, ha kement zo.

Petra zo tu ober evit mont pelloc’h ganti, peogwir ar bratikoù a zo dedennet-tre gant an doare-se d’ober.

Kasit deomp, ho sonjoù evit dastum menozhioù nevez a vo lenet war ar blog,

er fin ar bloaz.


Gi Keltik.

jjhenaff




Blog e Brezhoneg
« October 2008 »
lu ma me je ve sa di
    1 2 3 4 5
6 7 8 9 10 11 12
13 14 15 16 17 18 19
20 21 22 23 24 25 26
27 28 29 30 31    
Vous devez vous connecter pour accéder aux informations de l'auteur.
Categories:
Culture (0)
Finance-Economie (0)
Informatique - Tic (0)
Politique (0)
Sciences & techniques (0)
 
Personal tools