Qui sommes-nous ?
Log in


Forgot your password?
 
You are here: Home Qui sommes-nous ? Blog e Brezhoneg Arc'hant ar"biz" evit Breizh-21ved

Arc'hant ar"biz" evit Breizh-21ved Arc'hant ar"biz" evit Breizh-21ved

Document Actions
Submitted by gkeltik. on 29-05-2006 11:19.
E-Kreizh ar viz DU eo bet dalc'het ar Cyber-Diviz 1an, just a-raok "Cyber-Fest-Noz" mil brudet breman. An abadenn-se ' zo bet aozet gant An Tour Tan ha kinniget brav gant Milig Kaer, pennrener ar blog hag iz-prezidant eus Lokarn-Institute (L.I.).

Goude an diviz em eus bet c’hoant gouzout petra ’ oa graet gant ar CMB

evit an dud yaouank a zo o labourat er c’hwec’h korn eus ar bed. War leurenn

ar cyber-diviz e oa Brieg Olivier bet

o vevañ e Kopenhagen evit ar strollad Danone, e-karg eus Bro-Skandinavia

a-bezh.
andro


 Ar paotr yaouank-se, bet er skolioù Diwan, ’zo levezonet gant hon sevenadur. Divizet en deus sevel ar stal Alato.design  e-Montroulez. Produet e vez gantañ  bravigoù ha listri-kregin a bep seurt. Ouzhpenn-se Milig Kaer en deus bet tro da sevel goulennoù ouzh

un hanter dousenn tud yaouank bennak

o vevañ er c’hwec’h korn eus ar bed.

A-benn gouzout penaos sikour an dud yaouank-se em eus kejet gant  Dominique AnDro, ur brezhoneger ampart anezhañ ha deuet da vezan iz-rener e-barzh ar strollad ArKea-CMB.

Peogwir n’eus ket “c’hoazh” kalz

a vrezhonegerien a live-se, en tu-mañ

da hanter-kant vloaz, em eus loc’het

an atersadenn gant ar goulenn-mañ :

 “Berr-ha-berr, peseurt micherioù ho

peus graet araok bezan dibabet evel

iz-rener, tal-kichen ar mestr bras, Jakez Kergoat ?

“Berr-ha-berr, neuze ivez : Goude va studioù ijinour e ker Lille, em eus bet tro d’ober war dro ar c’hompoderezh er CMB. Er bloavezhioù 1980 e oa kalz traoù d’ober tro dro an “D.A.B.” e-Breizh hag en Elzas e-lec’h ez eus un dro spered “coop” kreñv ivez. Adalek 1992 on bet e-karg eus an holl zoareoù da baeañ

evit Bro-Frañs a-bezh. Goude on deuet en-dro er vro a-raok mont war-zu ker Angoulem er bloavezh 1994. Karget on bet enno d’ober war dro ar melestradurezh hag an arc’hant evit kornog Bro-Frañs. Pevar vloaz goude

on deuet en-dro adarre er vro evit ober war-dro ar servijoù hag ar produioù er CMB an taol-mañ. Er penn-kentañ-tout ar c’hantved-mañ em eus bet ar blijadur da labourat daou vloaz e Kemper, tal kichenn Ploeur e-lec’h on bet ganet. Enno on bet, evit ar wec’h 1añ e-karg eus an departamant war an holl dachennoù. Deuet on da vezañ - e 2003 - e-karg

eus an implijidi evit ar strollad ArKea

a-bezh. Warlene on bet anvet iz-rener

e-kichen Jakez Kergoat, pennrener strollad ArKea…

                                                                                                Gi Keltik.


 


Blog e Brezhoneg
« August 2008 »
lu ma me je ve sa di
        1 2 3
4 5 6 7 8 9 10
11 12 13 14 15 16 17
18 19 20 21 22 23 24
25 26 27 28 29 30 31
Vous devez vous connecter pour accéder aux informations de l'auteur.
 
Personal tools