Qui sommes-nous ?
Log in


Forgot your password?
 
You are here: Home Qui sommes-nous ? Blog e Brezhoneg Skeudenn Breizh/21vedK.

Skeudenn Breizh/21vedK. Skeudenn Breizh/21vedK.

Document Actions
Submitted by KELTIK Gi. on 01-12-2009 00:00. CultureFinance-Economie
Dek miz goude kudennoù grevus an arc’hant bras tro dro ar bed, Lokarn-Institute (L.I.) a oa leunn chouk evit an eil Skol-Hañv diwar dazont Breizh.

L-I… a zo ar pouezusañ Think-Tank e-Breizh evit an ekonomiezh. Ar patromed yaouank o doa graet un taol kaer warlene….

Gaëtan Bourge, Yann Morin, Jakez A.Stephan hag o mignoned o deus labouret start gant ar c’huzul merañ hag ar c’homite strategik, renet gant Joz Bihan, evit reïn lañs d’an eil skol-veur hañv. Ouzhpenn 150 managerien a oa deuet evit an emgav bloaz hag a zo loc’het da vat evit bloavezhioù bremañ…un abadenn a feson diwar skouer ar Gelted e Breizh... Alan Glon, ar prezidant en deus degemeret ar strolladoù diplomatek eus Azia.Ar chañs da welet hag-eñ eo gouest Breizh da grouiñ “biz” bedel .Loc’het eo bet an traoù, d’ar Yaou da noz gant un abadenn istorel ha sevenadurel añvet : Merzhin profedadurioù, gant Yann-Berr Mat. Hemañ en deus skrivet istor-Breizh e saozneg, setu perak eo un dra da lenn gant an holl Gelted.Profedadurioù Merzhin a zo bet skrivet gant Geoffrey eus MonnMouth.JAS 


PROFEDADURioù MERZHIN


Daoust hag-en eo G. eus MonnMouth ur gembread pe ur vreizad eus Dol?

An den-se a oa boazet da sinañ e destennoù : G.Arthur. Daoust hag-en e oa unañ eus ar vreizhiz en doa treuzet ar ganol-bras da heul Gwill’hom an Alouber evel kalz ar re se o deus bet un tamm douar er vro Gembre goude Hastings. Breizh, Kembre & Alba o deus d' ober gant ar profedadurioù…

Pouezhus int peogwir tud e-giz Yann Monfort, Llewelyn ap Gruffydd, Bob Bruce pe Owen Glendower o deus graet brezel d’an enebourien a-viskoazh e añv profedadurioù Merzhin. An doktor Jung en deus gwelet ar profedadurioù evel mennozhioù kozh-Noe añvet : archetypes

Ar mennozhioù-se a zo anienel. Ar profet eo an hini a zo gouest da sachañ war an diemskiant hollek. Benn ar fin dre damlouzoù pe Rosenthal livajoù e vez labouret war ar profedadurioù.

 

Thomas Gwirienn a lavar : “Ma zud a zell d' an traoù e-giz ma vefent gwir emaint en ho efedoù”. Ar profedadurioù a zo eun tamm eus ar “management”   pad an diaesterioù peogwir eo dav maestroniañ ar vicher gant palioù nevez diwar ur bed distabil. E-pad  diaesterioù ar mestr en deus ezhomm kaout ur "SELL" war ar prim ha war an amzer da zont .


FORC’H HENTOù AR SEVENADUREZHIOù


Joz Bihan, kelenner er skolioù gonwerzh, en deus roet lañs d’an abadenn gant menozhioù etrevroadell war istor ar sevenadurioù. Goude ar gudennoù en tiez bank dav eo lakaat war sav palioù nevez evit ar bed hollvedel peogwir an “heson er bed hollvedel” a zo aet kuit.. N. Taleb a soñj dezhan e oa ar c’hudennoù arc’hant bedel e penn al listennad nevez. Bremañ eo dav adsevel ar sistem produiñ en-dro. Da lavaret eo kalz palioù nevez… 
Soñjal a ra da D. Rothkoph eus Carnegie emaomp bremañ en diazezidigezh en un amzer nevez e lec'h al liammoù etre an energiezh hag an hinad astommet hag a zegaso kalz a cheñchamant, e bep seurt dachenn. Istor ar sevenadurezh a ro deomp ar chañs da gaout ur sell war an amzer dremenet evit komprenn korntroioù a-hed an istor. Da skouer, er 16ved China a oa araok Europa.Evit bep seurt abegoù ar mandarined o deus divizet chom en diavaez eus ar bed a-bezh. Torret o deus o bigi hag nac’het an teknologiezhioù nevez… Goude ar eil-Brezel-Bed nemetken eo bet cheñchet strategiezh gant mistri ar China. Neuze, prezegenn Den Xiao Ping o tisplegañ e oa echuet ar c'homunourizh e oa er penn kentañ eus eun amzer nevez. Japan en doa graet ar memez fazi, met war ur berr amzer, a zo  bremañ e penn eus ar pevare reveulzi teknologel. Biz a zo o vont buañoc’h-buañan! Peogwir China a zo dija an drede GDP er bed eo posubl da soñjal en treuzkasoù teknologel, en Azia. Petra vo graet en Europa? e Stadoù Unaned? Daou vloaz zo Goldman Sachs en doa raktreset ur GDP evit 2030 brasoc’h er China eget er Stadoù Unanet, Ar pouezusañ eo gwañder ar bed politikel. Ar re se a vev dre ar showbiz. da lavaret eo war berr termen. “Ar bolitikerien a vev war ar prim & ne labouront ket evit an dazont.” a lavar Max Weber. Ar bed hollvedel en deus ezhomm kaout palioù nevez.Gwelet e vo penaos ar vroioù keltiek a vo gouest d’en em skoazellañ evit tizhout ar palioù-se ?



SKEUDENN AR VRO


JJHenaff iz-PZDT eus L.I. en deus kroget gant e brezegen gant profedadurioù Merzhin. Pas evit distreiñ war-zu an amzer dremenet, met mont war an amzer da zont. Ur weledigezh evit ur manajer a zo ur pal evit digeriñ e spered war ar bed nevez…war an teknologiezh, ar strategiezh savet war an oberiantiz ha gant a youl kreñv evit bezhañ trec’h war ar palioù. Bremañ e-barzh ur bed hollvedel talvoudegezioù rannvroel zo da vezan er bed a-bezh. Talvoudegezioù ar Vreizhad a zo mat d’an devezh a hiziv. Dav eo d’ar Vreizhiz kavout un emglev etrezo evit krouiñ un dazont a-stroll. “Ar weledigezh a zo ur youl “ a lavare deomp J.Paitra e 2000.jjhenaff
 

JJHenaff en deus fiziañs gwelet Breizh : brav, pinvidig, digor war ar bed gant un dro-spered skoazellañ ha denel. Breizh a gred e J. Verne (Naoned:1828) pa lavare : “peb tra a zo bet ijinet gant un den e vo graet gant tudou all”…

KUMPAGNUNEZH-INDEZ DA ADSEVEL ?


Evit loc’h al lodenn war ar gwir-biz eus an dervezh, ar gadoriad Alan Glon a oa en em c’houlenn hag-eñ ne vefe ket mat adsevel Kumpagnunezh-Indez (=K-I). War ar memes tro an dra-se a dalv kement ha : “YA” d’ar bed hollvedel. Ur gwir goulenn evit bed al labour-douar e-Breizh pa vank studerien er skolioù. Alan Glon a soñj dezhañ e vefe tu stummañ ar yaouankiz eus Azia war ar micherioù-se…Ha dreist-holl war surentez ar boued (ISO & Co…). An transfeurmiñ a zeuio da heul kalite ar produioù a vo war ar marc’had. Ur wec’h boazet an ostizien gant an danvez « produet e-Breizh » e vo tu berniañ ar bigi deuet en Europa gant produioù eus China… » arabat soñjal ar bed dre ar KM met dre priz an traoù » eme Alan Glon. Padal ez eus kudennoù all abaoe 2008! Kudennoù bras an Arc’hant Bras. Er bloavezh tremenet eo bet lakaet war an daol diaezamantoù arc’hant evit ar stalioù bras e-Breizh. Mankout a ra Tiez-Bank evit postadurioù amañ hag ez eus beteg re diouto war ar marc’had-arc’hant e Hong-Kong ha Singapor. Evit an holl abegoù-se Alan Glon a soñj dezhañ e vefe un dra vat evit an holl adlakaat war sav Kumpagnunezh-Indez. “Dav eo en em skoazellan” emezañ. Dre hanterouriez Jean-Pol Roca ar studierien- hañv o deus komprennet e oa GLON staliet er vro Vietnam abaoe pell amzer evit lakaat e plas un neudennerez war ar moc’h. Un dra graet e-Breizh dija. Ar pal a zo doujañ eus al label “HALAL” da lavaret eo ul labour war surentez al loened hag ar boued gwerzhet. Ti-GLON hag a zo o labourat war al lazhdi moc’h er bro Vietnam. Padal e vo dav d’ar Vretoned labourat war ar boued roet d’al loened evit ma vefe “HALAL” ar c’hig gwerzhet ganto…Halal a dalv aotreet gant ar relijion. Dreist-holl surentez ar boued (hep OGM!),a zo a bouez bras. Ar boued “HALAL” a zo “aotreet” eus ar penn-kentañ betek ar pratikoù. Ur Know-How kreñv a zo e-Breizh war an dachenn-se. Paotred Azia a zo dedennet-tre gant gouiziegezh an ti-GLON. Ouzhpenn-se ar marc’had-se a zo bihan (500M°$) hiziv. Gant 1.5bn a vusulmaned dav eo mont war araok ! Plas a zo evit ar vro Brazil ha Breizh, hag all. Estreget ar c’hig, patroned eus Azia a zo o klas darem-predoù war dachenn al legumaj. Setu perak int aet e darempred gant Saveol…h.a…

ministr malaisie

E viz Here, Kentañ Ministr Malaysia, Najib A. Razak en deus sinet un emglev etre Lokarn-Institute hag Skol-Veur Labourerien Douar eus Kuala-Lumpur.Un emglev all a zo bet sinet gant Komite HALAL evit eskemm war ar Know-How. Ur gwir blijadur da welet Alan Glon o profañ ur Gwenn-Ha-Du d’an Ao. N.A.Razak.Un emglev all a zo bet sinet etre produet e-Breizh (PEB) & Benefig-Azia evit lakaat war sav ur biz nevez e-Singapor. Ar stal-se a vo ur HUB evit an holl stalioù eus Breizh en Azia. Evit ar stalioù etrevroadel, dav eo labourat a-stroll, eme Jean-Pol Moisan, rener IGNA hag a ra war dro enklaskoù genetek. Pa vez savet un arnodlec’h nevez er vroioù estren eo dav ginnig ur stal hollek hon pratikoù. Setu perak eo ret klask ur saver-tiez, ur meziantour, hag all… 

Evit dont en-dro war ar Skol Veur-Hañv, dav eo lavar un ger diwar-benn ar videoconference savet er vro Vietnam gant batroned yaouank ginnidig eus Breizh pe tremenet dre ar vro evit o studioù. Ar Skol-Veur ISUGA e Kemper hag In. Ginette Henaff o deus labouret kalz evit-se. Peogwir ar Vietnam a zo ur vro yaouank gant tud yaouank ez eus marc’hadoù nevez da zigeriñ…Evit mont war an hent-se eo bet divizet lakaat sez ar gevredigezhioù breizhad eus Azia e Lokarn-Institute. E-giz se e vo tu bountañ an eskemmoù en un doare efedusoc’h, evit an amzer da zont.

Produet e-Breizh = PEB…


Goude kreizteiz ar Skol-Veur o deus loc’het mat gant startijenn a-drugarez d’ar c’hadoriad, Jakez Bernard & rener Fred Bourget eus Produet e-Breizh=PEB…Logo Produet e-Breizh, gant un tour-tan bihan war ar produioù a zo brudet mat e-Breizh hag er Frañs. Bloaz a zeu, ar gevredigezh PEB a grogo d’ober bruderezh & da lakaat produioù e-barzh stalioù eus un nebeut stadoù en Europa... jbernard

Da gentañ ar patroned o deus savet gourc’hemennoù da J.C. Simon, savet gantañ ar gevredigezh, 16 vloaz zo. Ar rener eus EVEN war ar gonwerzh en deus labouret war an talvoudegezh breizhat e-giz buhezegezh skoazell ha produioù padus. Er penn-kentañ ar c’hlianted eus Breizh o deus prenet ar produioù-se (+25%) a-drugarez d’ar vruderezh lakaet war ar skoazell gant micherourien eus ar vro. D’ar mare-se, bihan e oa niver ar produioù & savet gant stalioù labourerien-douar. Ar c’hlub etnekel en deus kemeret amzer evit degemer servijoù & produioù sevenadurel. Hiziv, 2700 produioù  zo war ar roll gant ouzhpenn 100 000 micherour ha 200 stal. Anavezet eo al label-se gant 90% eus ar Breizhiz. Gant ar Prezidant nevez an nevezadennoù a zo war ar sevenadur: levrioù, CD, DVD…PEB en deus lakaet war sav prizioù evit ar musik, al levrioù, ar c’hrouiñ…Abaoe 2006, PEB a sikour ar “start-up”. Unañ nemetken en deus graet freuzh stal. PEB a zo ur gwir label gant nevezadennoù & gwiriegezh meret gant patroned a youl kreñv evit keodedourien kreñv.

 groupe CSE


Tri LABOURADEG :

Goude an abadenn-se ar manajerien o deus kemeret perzh e-barzh tri stal labour: Penaos diorren an diaspora Breizh? Penaos esporzhiañhon know-how? Penaos diorren talvoudegezh breizhiz e-barzh ur bed hollvedel. Jakez Bernard eus PEB en deus renet ar stal-mañ gant J-J Henaff hag en deus labouret war an dachenn-se abaoe pell zo.Ar gudenn pouezusañ a zo spisaat talvoudegezh a gevret e-Breizh. Studiadennoù a zo bet graet, memez ma n’int ket lakaet a-stroll.Setu perak eo dav aozañ an holl oberiantizioù, evit bezan kalz muioc'h effedus,  e-Breizh, pe « Bretagne ». E-giz Alba evit ar vro skoz, ar ger Breizh n’eo ket anavezet c’hoazh dre vras, er bed hollvedel, er c’hantved-mañ, Breizh n’eo ket anavezet estreget gant e vartoloded hag ar banniel : Gwenn ha Du.Ur guden gentañ a zo deuet gant ar fed ez eus a bep seurt aozadurioù publik ha prevez o deus prenet bruderezh gant stalioù eus Paris.Paotred eus ar vro n’o deus ket lakaet o gwrizioù e-barzh ar jeu…Evel-just. Dav eo ober al labour-se evit ar Vreizhiz ha gant ar Vreizhiz. Souezhus eo da welet n’eo ket be savet ar studiadenn-se er c’hantved tremenet ! Sklaer eo : ar batroned o deus ezhomm sikour ar bolitikourien evit lakaat war sav seurt labour padus ha koustus. Met al labour-se ‘zo da ober evit ma vefe an disoc’hoù eus ar c’hantved hag asañtet gant an holl. An Ajañs Ekonomikel Breizh he deus loc’hed ul labour a-feson er bloavezh 2007. Diskouezet e vo al labourioù se e Lokarn er bloaz dazont. K.M. J.-Y. LeDrian en deus ur gwir youl da eskemm war ar studioù graet gant ar patromed ha da gaout o alioù war an enklaskoù evit resisaat skeudenn Breizh war an dachenn sevenadurel, ekonomikel ha sokial. Dav eo d’ar vro lakaat war sav Ur VISION, ur weledigezh, war an hir termen, evit ur bed hollvedel. Taolomp evezh e vefe implijet ar ger Breizh gant ar stalioù, produioù, servijoù teknikel nevez, e plas ar ger West…hag a gas ac’hanomp war- zu an USA ! Breizh, pe Bretagne a zo mat ivez evit hon dazont…

Yann-Ber Mat, en deus lakaet war wel ez eus bet ur boazhamant da labouraat dre rouedoù(J.A.C.), dre kooperativoù, e-Breizh. Mod all al labour graet mat hag an emglev dre gomz a zlefe sikour Breizh da esporzhiañ er bed a-bezh.

Yves Pelle en deus labouret war an diaspora. Evit gwir n’ez eus ket kalz a vreizhad en diavezh Europa. Dreist-holl eo dav d’an DEB ober un tamm labour “profiling”evit bezañ efedusoc'h war an hir dermen. Dav eo d’an izili an DEB reiñ fiziañs d’ar rouedad evit diorren ar biz...

Ur MERK EVIT BREIZH…



Jean-YvesLeDrian, en deus lakaet ar patromed da soñjal e oa L.-I. ur Think-Tank e lec’h en deus atav bet plijadur da gaozeal sklaer & emren. Loc’het en deus gant un istor berr ha farsus :” gouzout a ran istor ar J.A.C. ha gwelloc’h c’hoazh istor ar J.E.C…(Studerien Yaouank ha Kristen)”.jyledrian
  Dre vras ar batroned a zo bet plijet gant an istor-se. A republikaned o deus asantet peogwireo prezidant ar socialisted e Breizh. Ur gwir leader eo hag en deus adroet fiziañs d’ar bobl Breizh dre abadennoù simbolek war dachenn ar sevenadur.ST-Yves , Gwenn & Du evit kup Frañs, ar Breizh-Touch hag all...E gudenn vrasañ a zeu eus reñk Breizh en Europa hag er Bed a- bezh. N’ez eus nemet 300 stalioù estren e-Breizh. Dav eo deomp labourat evit ma vefe kalz muioc’h a arc’hant postet gant stalioù bras eus diavezh E.U. .Dav eo deomp aozañ ul labour a-stroll.  J.-Y.LeDrian e vefe laouen da “Lakaat war sav ur feur-emglev evit Breizh, memes ma vez ezhomm ur bloavezh a-raok ma vefe tu lakaat an holl dud tro-dro d’an daol” eme ar K.M... War dachenn an touristelezh eo bet dav stourm pevar bloavezh. Bremañ ez eus ur rener iwerzhonad, Mikael Dodds, en deus ar pal gentañ da gas war a-raok an douristelezh war ar rouedad, eus un tu hag da lakaat an aozerien tro-dro d’an daol deus an tu all. War dachenn skeudenn Breizh J.-Y. LeDrian a labour start evit reiñ lañs d’ar “merk-Breizh” evit ma vefe degemeret mat gant an holl dud hag an aozadurioù. Diskouezet en deus ur youl kreñv evit diorren ur VISION, ur welidigezh evit Breizh en Europa hag er bed a-bezh…


MELEZOUR…


Prezidant Alan Glon en deus trugarekaet K.M. J.-Y.Le Drian hag anDileuridi eus Azia evit bezañ kemeret perzh e-barzh er rannoù labour.Goude kudennoù an arc’hant bras reolennoù ar marc’had a zo dindanevezhiegezh. Evitan an dud a zo kalz talvoudusoc’h eget an aozudurioù o deus ar youl da renañ anezho. Ni a zo e-barzh ur sistem daouel, gant an tu kleiz eus un tu hag an tu dehou eus an tu all. Bez eo ar memes tra eo gant ar pourvezer hag ar pourchaser. Lakaet e vez an dregantad da fiñval aglon

war-laez ha war-gil hep krouiñ gounid. Ar batroned o deus fiziañs tapout muioc’h a frankiz evit bezañ efedusoc’h, en amzer da zont.

Prezidant Alan Glon en deus ar youl da cheñch an difiziañs war-zu an emfiziañs. Peogwir ar bed a zo o cheñch, ar c’hantved-mañ, emañ  en em goulenn ma zo ur rummad oad nevez ar patromed ne  zlefe ket distruj ar pezh ar Breton tigr, en deus savet, er c’hantved  tremenet, pad ar bloavezhioù burzhudus???  Dav eo emezañ “ mont an tu all eus ar melezour”… ha kemer hon aferioù, ni hon unañ war liveoù disheñvel, en deus lavaret ar prezidant Alan Glon, evit klozañ…

…GiKeltik.


P.S.:Courtesy Carn&L.I...summaries...

Blog e Brezhoneg
« July 2010 »
lu ma me je ve sa di
      1 2 3 4
5 6 7 8 9 10 11
12 13 14 15 16 17 18
19 20 21 22 23 24 25
26 27 28 29 30 31  
Vous devez vous connecter pour accéder aux informations de l'auteur.
Categories:
Culture (2)
Informatique - Tic (0)
Politique (1)
Sciences & techniques (0)
 
Personal tools