Qui sommes-nous ?
Log in


Forgot your password?
 
You are here: Home Qui sommes-nous ? Brezhoneg
Document Actions

Brezhoneg

PIV OMP ? UR GROUIDIGEZH DIBAR

UR GROUIDIGEZH DIBAR

Ur grouidigezh dibar evit respont d’an ezhomm zo da sevel ur rannvro greñv

N’eus ket tu da zisrannañ Europa diouzh gousezadelezh.(1) N’eo ket bet savet
Ensavadur Lokarn dre zegouezh. Krouet eo bet peogwir eo bet santet an ezhomm d’en ober evit talañ(2) ouzh skodoù(3) bras ar mare nevez. Ar bed nevez a dalv unaniñ Europa, dreist-holl. Reizhet eo bet, kreizennadur ar galloud en Europa gant emglev Maastricht pa’z eo bet ouzhpennet pennaenn(4) ar c’housezadelezh ennañ : kement tra n’eo ket dileuriet d’an Europa gant ar Stadoù a chom dindan atebegezh(5) ar re-se. Ar pennaenn se zo da lakaat da dalvezout en darempredoù etre Frañs hag he Rannvroioù. Ne ranker kas d'al live broadel nemet ar pezh n’haller ket ober gwelloc’h el live rannvroel. Ma seveler galloudoù zo er live europat, e tachennadoù bras zo, e ranker kas war-raok ur politikerezh digreizennañ hag ur politikerezh tostaat d'el live rannvroel. E Frañs, ur vro kreizennet tre , ez eo diazezet labour an Ensavadur war ur gwir difrae(6) digreizennañ.

 Krouet eo bet Ensavadur Lokarn, da lakaat buhañoc’h en ar sonjou, eo ret mont war an hent-se, broudañ ar re a ra war-dro an diorren armerzhel da vont war-raok kentoc’h eget chom gant ur strategiezh dreistvevañ. Youl en deus Ensavadur Lokarn da gemer perzh e diorren doareadel(7) ha kementadel(7) Breizh hag evel-se reiñ tro d’an dud o deus c'hoant, da labourat e Breizh-Arvorig.
                           
DIGOR WAR AR BED


Ul lec’h evit prederiañ ha bezañ digor war ar bed

Ensavadur Lokarn zo ul lec’h prederiañ ma teuer da glask kompren gwelloc’h ar bed kemplezh ma vevomp, evit diguzhat kement tra a c’hallfe bezañ a bouez en amzer da zont, evit degas sklêrijenn war ar cheñchamantoù a c’hallfe dont hag evit azasaat(8) ar  strategiezhioù. Ar pal eo en em zigeriñ war an diavaez, mont da lec’h all gant ar c'hoant  pinvidikaat hon anaoudegezhioù, sellet pizh ouzh ar pezh a vez graet e rannvroioù kreñvañ  ar bed evit reiñ c’hoant d’an obererien armerzhel da stagañ gant al labour evit diorren Breizh-Arvorig.


1) Gousezadelezh = Subsidiarity = Subsidiarité  
2) Talañ = Face =  Faire front
3) Skod(où)  = Challenge/stake = Enjeu(x)
4) Pennaenn = Principle = Principe.

5)Atebegezh = Responsabilité
6) Difrae = Check-list/Goal = démarche
7) Doaredel ha kementadel= Quality and quantity = qualitatif et quantitatif
8)Azasaat  = adapt… =  adapter  

 

UL LEC'H  EVIT DIORREN MENNOZHIOU TROET WAR-ZU AN DAZONT


Un doare nevez da welet dazont Breizh-Arvorig

Pal an Ensavadur eo krouiñ patromoù(9) nevez, diouzh savboent(10) mererien, evit diorren Breizh-Arvorig en tregont vloaz zo o tont ha skignañ ar patromoù-se.
N’eo ket diazezet an diorren-mañ war an armerzh hag an arc’hant hepken met diazezet eo ivez war ar gwirionezioù sevenadurel ha denel(11).
Youl en deus Ensavadur Lokarn da stummañ an divizerien a hiziv ha warc’hoazh war gwirionezioù nevez ar bed-mañ, da lakaat ar speredeled hag an embregerien a labour  war an dachenn da dostaat an eil d’egile, da adsoñjal ar vuhez war ar blanedenn  diwar hor gwriziennoù rannvroel.
Gant an ensavadur-mañ e vez lakaet hor rannvro da deuler evezh, evel-se, ouzh kement tra a c’hallfe kaout levezon warni en amzer da zont, da vroudañ hor c’humuniezh rannvroel  da ragwelet ha da ersaviñ(12). Evit gwir ez eus anv da ijinañ hor Bro en dazont, da grouiñ ar greanterezhioù(13) hag an obererezhioù a vo warc’hoazh.


SPERED ENSAVADUR LOKARN

Ur prenestr digor war ar bed en-dro dezhañ eo Ensavadur Lokarn.

Krouet eo bet evit an holl dud hag an holl embregerezhioù izili anezhañ hag ivez evit holl bennoù-embregerezhioù hag  holl atebeien(14) armerzhel Breizh-Arvorig. Kinnig a reer dezho mont a-gevret gant an Ensavadur war an hent boulc'het gantañ evit diorren ar vro, gant ma vo dalc'het kont n'eo ket eus an armerzh nemetken met ivez ar sevenadur. C’hoant en deus da grouiñ ur gwir rouedad barregezhioù er rannvro, broudañ frammañ ar rouedad Tud Breizh-Arvorig, dezho da gemer perzh e diorren o Rannvro. P’o do komprenet gwell ar batron, e rankont labourat a-gevret ha pa vint barrekoc’h da gemer e-karg eus o dazont e vo kreñvaet ganto nerzh o bro. Gant Ensavadur Lokarn e vez pledet  war un dro gant an armerzh, ar sevenadur hag an denelouriezh. Fellout a ra d’an Ensavadur modernaat ar metoù(15) zo tro-dro dezhañ ha diorren ar Rannvro gant pinvidigezh e hengoun hag he zalvoudegezhioù.


09)Patrom(où) = Frame= Modèle-patron
10)Savboent =Interrogation = Interrogation
11)Denel = Human = humain
12)Ersaviñ  =Reaction  = Réagir

13)Greanterezhioù  = industries = id.
14)Atebien = In Charge = Responsables
15)Metoù = Biz…enviro. = Milieu


AN TACHENNOU LABOUR

Emvodoù miziek d'an eil Gwener diwezhañ eus ar miz peurliesañ.


Pal: skoazellañ ar pennoù-embregerezhioù da ragwelet, da azasaat o strategiezhioù, da zigeriñ o daoulagad war traoù all en ur bed kemplezh, zo o cheñch buan ha diehan.

Prezegerien uhel o live a zeu d’ober prezegennoù troet war-zu an dazont ha war temoù a denn d’an armerzh, da vuhez an embregerezhioù ha d’an diorren tachennadel… Digor-bras  e vez an displegadennoù d’an enklask ha d’an neveziñ.
Komzet e vez kalz ivez diwar-benn berzh rannvroioù zo en Europa hag er bed…
Divizoù a vez da-heul ar prezegennoù.


Emvodoù tematek d'ar Gwener kentañ eus ar miz peurliesañ.

Pal : bezañ « barrek a-gevret », tapout skiant-prenet an eil re digant ar re all,
kreñvaat ar c’henskoazell.
An holl re o deus c’hoant en em vodañ e LOKARN evit eskemm ar skiant  zo bet prenet ganto hag evit tennañ gounit eus o disoc'hoù mat hag o c’hwitadennoù(16), ha da gomz  war temoù oberatael a vremañ resis, goude displegadurioù digeriñ (da skouer : an  ezporzhiañ e bro pe vro, ar plasoù marc’had, atebekaat an dud en embregerezhioù,  surentez ar boued…).


Ar stummañ war tachennoù dibar.


Pal: Kinnig d’an embregerezhioù en em stummañ war tachennoù ha war temoù na vez ket pledet(17) kalz ganto gant aozadurioù stummañ ar rannvro.
Bez’ e vo stummadurioù war an teknologiezhioù nevez, war an digoradur war  ar bed, war emzalc’hioù an dud(18), war ar merañ a denn d’an domani sokiovicherel ha war ar merañ strategel dreist-holl.


Prederiañ hag ober kinnigoù war skodoù ar rannvro.

Pal : reiñ c’hoant da gas raktresoù war-raok gant obererezhioù evit an diorren hag al labour e Breizh-Arvorig.
Klask a ra pennoù-embregerezh Lokarn, dre o doare merañ dezho, gouzout peseurt skodoù o do levezon, hervezo, war ziorren ar rannvro.
Diwar ar skodoù-se e teuont a-benn da :
-lakaat diwanañ raktresoù, kenurzhiet gant an endro hag an obererien armerzhel all.
-gemenn o dielfennadurioù hag o c’hinnigoù da atebeien rannvro Breizh-Arvorig.


Ar bodadegoù etre embregerezhioù pe en embregerezhioù.

Pal : reiñ tro d’an embregerezhioù d’ober gant barregezhioù speredel ha danvezel Lokarn.

Lakaet e vez barregezhioù Ensavadur Lokarn e kerz an embregerezhioù evit kas da benn o stummadurioù dezho o-unan. Ensavadur Lokarn a zegas dezho, dreist-holl, e rouedad, e  varregezhioù hag e brezegerien.


16)Kuitadenn = Set back/failures = echecs
17)Pledet…= treated = traité
18)Emzalc’hioù an dud  = Behaviourism =Comportemental

Personal tools